NO LOGO.BZH – 13/14 a viz Eost 2017 – Sant-Maloù

Kemennadennoù d’ar gazetennerien

D’an 13 ha d’ar 14 a viz Eost a zeu e vo aozet an No Logo Festival e Breizh evit ar wech gentañ. Tro da riboulat ha da selaou ur reggae deus an dibab o tont deus Bro-C’hall ha deus broioù all e-barzh ul lec’h deus ar c’haerañ : Kastell Sant-Pêr, e-kichen Sant-Maloù.

NO LOGO // Kinnig

Abaoe 4 bloavezh e vez aozet an No Logo Festival e Fraisans, e-kichen Besançon. Diazezet eo war 2 dra : al lodenn arz ha riboul gant ar reggae hag ar world music hag al lodenn ekonomiezh, adalek ur patrom dibar hag hardizh levezonet gant menozioù Naomi Klein, bet skrivet al levr « No Logo » ganti.

Gras d’ur programmadur a-feson ‘neus kresket brud No Logo a-hed ar bloavezhioù. He setu ‘neus divizet ar wech-mañ krouer ar festival, Michel Jovanovic, ober un adfestival : unan er Jura etre an 11 hag an 13 a viz eost hag unan all e Breizh e Sant-Per-Poualed (Sant-Maloù) d’an 13 ha d’ar 14 a -viz eost. Naturel eo bet dibab Breizh evit aozañ an eil festival pa z’eo brudet spered digor ar vro hag e ouzomp e plij d’ar vretoned an talvoudegezhioù kaset gant ar reggae. Ar genlabourat gant ar festival « La Route du Rock » ‘neus skoazellet kalz ac’hanomp evit en em staliañ e Sant-Per-Poualed.

NO LOGO // Talvoudegezhioù

Bep bloaz e kinnig No Logo anvioù brudet-mat o tont, evit al lod brasañ, deus ar reggae/world. Koulskoude, ouzhpenn ar sonerezh, ar reggae, hag ar c’hemennadennoù kaset gantañ (ar pezh n’eo ket dister) ez eo stag No Logo ouzh ur framm-spered ha talvoudegezhioù lakaet da ziwan e meur a lec’h gant ar festival, a-bouez dimp ar frankvennerezh hag emskiantañ pep hini, setu perak e vez lezet a-gostez an atiz genwerzh e-pad ar festival :

1 – Sponsor prevez ebet, arc’hant publik ebet pa ‘neus c’hoant ar festival chom dieub evit ober e dibaboù dezhañ ha sevel ur patrom ekonomikel stag ouzh e dalvoudegezhioù.

2 – Den a-youl vat ebet. Abaoe an deroù ‘neus dibabet No Logo paeañ pep hini a labour evit ar festival : pa vez paeet reoù ‘zo (arzourien ha teknikourien) perak chom hep paeañ ar re all ivez ?

3 – Diaes eo er mare-mañ, setu perak ‘neus divizet ar festival difenn an talvoudegezhioù da heul : kenskoazell, kendoujañs, peoc’h ha frankiz. Evit hen ober e klaskomp lakaat ar publik da sammañ e atebegezh war dachenn an ekonomiezh a live lec’hel hag hini doujañs an endro hag an natur. N’ur dont da vezañ « lonker-aktour » e c’hell pep hini mestroniañ e vuhez. Berzh ar festival a zo ur brouenn : hep kemer perzh hag emezeliñ ar festivalourien, ne vije festival ebet.

NO LOGO.BZH // Kastell Sant-Pêr – Sant-Maloù

-Gouel kentañ No Logo e Breizh a vo d’an 13 ha d’ar 14 a viz Eost 2017 e Kastell Sant-Pêr ‘ba Sant-Pêr-Poualed (Sant-Maloù).

-Ur pemzek arzour bennak brudet er bed a-bezh a deuio da eskemm spered ar festival gant ar publik (kit da welet anvioù kentañ ar programmadur dindan).

-Gant prizioù graet evit an holl, ar festival a deu a-benn da strollañ ur publik ledan gras d’e brogrammadur ha d’e spered (ar pass 2 devezh a goust 30euro (ar mil bilhed kentañ), 45€ da c’houde). Implijout a reomp tud ha lakaat a reomp e plas an holl danframmoù a zo ezhomm evit degemer mat ar festivalourien (tachenn-gampiñ, degemer bilhedoù, surentez, privezioù, lec’hioù debriñ, busoù…).

NO LOGO.BZH // Anvioù kentañ

Evit ar wech gentañ ez eo ar programmadur troet war ar reggae etrevroadel evit laret trugarez da baeron ar festival ar bloaz-mañ, Alpha Blondy, hag evit pouezañ war ar gemennadenn peoc’h ha karantez a vez kaset gant ar sonerezh-mañ.

Alpha Blondy, paeron No Logo ‘ba Fraisans (Aod an Olifant- Reggae)

Toots and the Maytals (Jamaika – Ska ha reggae)

Linton Kwesi Jonhson (Bro-Saoz / Jamaika – Barzh dub)

Chronixx (Jamaika)

Ky-Mani Marley (Jamaika – Reggae)

The gladiators (Jamaika – Roots reggae)

La Rue Ketanou (Bro-C’hall – Tzigane / Folk / Reggae)

Danakil (Bro-C’hall – Reggae)

Nattali Rize (Aostralia – World Beat)

NO LOGO.BZH // Titouroù pleustrek

 

LEC’H : Kastell Sant-pet ‘ba Sant-Pêr-Poualed (10 km deus Sant-Maloù war an hent Roazhon-Sant-Maloù)

Priz Pass 2 devezh : 47€

Priz 1 devezh : 26€

Priz an dachenn-gampiñ : 7€

Debriñ : Moen ‘zo debriñ war al lec’h

Busoù : Mont ha dont Roazhon (straed Solférino, Ti-gar Norzh ) – Kastell Sant-Pêr :  10€

Mont ha dont ti-gar Sant-Maloù – Kastell Sant-Pêr : digoust

Mont e darempred / Titouroù

Lec’hienn ofisiel : www.nologobzh.com / www.facebook.com/nologobzh

Hom stourm : www.avousdedecider.com