Ingalañ hag ar programm Tinga Neere / Ingalañ et le programme Tinga Neere

Ar programm Tinga Neere a dalv « Douar Gwelloc’h » e Moré a oa bet lakaet war-sav gant ar gevredigezh Ingalañ hag e gevelerien lec’hel a labour evit ar Burkina Faso abaoe 2007.
Pal ar gevredigezh Ingalañ a zo kas war-raok doareoù labour-douar ekologel ; produiñ traoù mat evit ar yec’hed ha trawalc’h evit saveteiñ souveneriezh ar boued e Bro an Dud Onest met ivez en holl broioù Afrika ar Reter. Kefridi kentañ ar gevredigezh a zo lakaat da ziwan gwezennoù strujusaat. Ar gwezennoù-se a zo legumineged gouest da skrapat azot an aer evit degas anezhañ war al leur. Mad eo ober gant an doare ekologel-se, efedus evit magañ digoust an douar e-pad meur a dekvloaziad. Gras da se ez eus kantmiliadoù a wezennoù bet plantet dija, koulskoude ne vo ket trawalc’h james.
Ar gevredigezh Ingalañ a vo er festival No Logo BZH hag e c’hellit kavet anezhi war ur stand titouroù ha boued biologel. Gant aozerien an No Logo BZH a souten hom kefridi, ar gevredigezh Ingalañ a lak e plas un dastum gwerennoù plastek e-pad ar festival. Ar menoz ‘zo simpl : kentoc’h eget adkemer arc’hant ar gwerennoù e c’hellit adlakaat anezhe war ar stand peotramant e lec’h ma vez roet en-dro arc’hant ar gwerennoù da gustum. E-giz-se e c’hello adkemer an arc’hant resteurel ar gevredigezh Ingalañ hag evel-se e teuio da vezañ pep gwerenn ur wezenn plantet er Burkina Faso war ur park legumaj, mil bihan, sorgho…
Le Programme Tinga Neere, qui signifie Terre Meilleure en Moré. Il a été mis en place par l’Association Ingalañ avec ses partenaires locaux impliqués au Burkina Faso depuis 2007.

Pour l’Association Ingalañ, l’objectif est de promouvoir et de développer des techniques agro-écologiques ; et de produire sainement et en quantité suffisante pour la souveraineté alimentaire au Pays des Hommes Intègres comme dans l’ensemble de l’Afrique Occidentale. Parmi les actions de l’Association Ingalañ la plantation d’arbres fertilitaires compte parmi les priorités. Ces arbres sont des légumineuses qui captent l’azote de l’air pour l’amener dans le sol. Cette technique écologique, efficace permet surtout un enrichissement du sol gratuit, durant plusieurs décennies. Grâce à cela, ce sont déjà plusieurs centaines de milliers d’arbres plantés, mais il n’y en aura jamais assez…

L’Association Ingalañ sera présente au festival No Logo BZH sur un stand d’information et de restauration biologique.
Avec l’organisation du No Logo BZH qui soutient ses actions, l’Association Ingalañ met en place une collecte de gobelets durant tout le festival.
Le principe est simple : plutôt que d’en récupérer la consigne, déposez vos gobelets à son stand où bien à la consigne des gobelets. Ca sera l’Association Ingalañ qui récupèrera l’argent équivalent aux montants des consignes, ainsi, l’argent apporté par ce gobelet pourra devenir un arbre planté au Burkina Faso dans un champ maraîcher, de petit mil, de sorgho, … .

Gaston du Percubaba sera le MC du No Logo Bzh / Gaston deus Percubaba ‘ vo MC an No Logo Bzh!

Bonjour à tous et bon week-end à vous ☀️☀️
On est très honoré de vous présenter (si vous ne le connaissez pas déjà  😍 ) Gaston – 🤘 un ancien de Percubaba – qui fera le show pour vous sur la scène du No Logo BZH comme MC !
Show chaud No Limite pendant toute la durée du festival  💣💣🔥🔥  avec Gaston  😜
Demat d’an holl ! ☀️☀️
Plijet omp da ginnig deoc’h (ma n’anavit ket anezhañ dija😍) Gaston ‘gane ‘barzh strollad Percubaba ‘vo war leurenn No Logo BZH oc’h ober an MC !Show tomm-tomm 💣💣🔥🔥  . Harz ebet an daou devezh-pad gantañ 😜 .

TOTEMOÙ Sarah Williams Mesartspla echu ‘benn nebeut! Les Totems de Sarah Williams sont prêts!

Peuzechu an totemoù ganin !
An 20 totem a vo prest da vezañ diskouezet er festival No Logo Bzh. Gall’ reont kas ar « com » !
Mersi da Sarah Williams Mesartspla. Pegen brav al livioù ! Mall eo dimp gwelet anezhe en No Logo Bzh !!!
J’ ai presque fini !
Les 20 totems seront prêts pour être exposés au Festival NO Logo Bzh Ils peuvent envoyer la com’ !  ?
Sarah Williams Mesartspla
Merci à Sarah Williams Mesartspla  <3 Que les couleurs sont belles! On les attends avec impatience au No Logo Bzh !!! Www.nologobzh.com