À VOUS DE DÉCIDER ! Muioc’h a ditouroù war al lec’hienn : www.avousdedecider.com

Bep bloaz e kinnig No Logo anvioù brudet-mat o tont, evit al lod brasañ, deus ar reggae/world. Koulskoude, ouzhpenn ar sonerezh, ar reggae, hag ar c’hemennadennoù kaset gantañ (ar pezh n’eo ket dister) ez eo stag No Logo ouzh ur framm-spered ha talvoudegezhioù lakaet da ziwan e meur a lec’h gant ar festival, a-bouez dimp ar frankvennerezh hag emskiantañ pep hini, setu perak e vez lezet a-gostez an atiz genwerzh e-pad ar festival :

 

1 – Sponsor prevez ebet, arc’hant publik ebet pa ‘neus c’hoant ar festival chom dieub evit ober e dibaboù dezhañ ha sevel ur patrom ekonomikel stag ouzh e dalvoudegezhioù.

 

2 – Den a-youl vat ebet. Abaoe an deroù ‘neus dibabet No Logo paeañ pep hini a labour evit ar festival : pa vez paeet reoù ‘zo (arzourien ha teknikourien) perak chom hep paeañ ar re all ivez ?

 

3 – Diaes eo er mare-mañ, setu perak ‘neus divizet ar festival difenn an talvoudegezhioù da heul : kenskoazell, kendoujañs, peoc’h ha frankiz. Evit hen ober e klaskomp lakaat ar publik da sammañ e atebegezh war dachenn an ekonomiezh a live lec’hel hag hini doujañs an endro hag an natur. N’ur dont da vezañ « lonker-aktour » e c’hell pep hini mestroniañ e vuhez. Berzh ar festival a zo ur brouenn : hep kemer perzh hag emezeliñ ar festivalourien, ne vije festival ebet.

 

DA DIZOLEIÑ…