TITOUROÙ PLEUSTREK

MONET

1 – Dont gant ar bus

Evit doujañ ouzh an endro ha gwellaat aezamant ar festivalourien e labour an aozerien war lakaat e plas busoù adalek Roazhon ha ti-gar Sant-Maloù.

Evit dont deus Roazhon pe Sant-Maloù e c’hellit dibab ul lec’h hag un eur etre an dibaboù kinniget war hom bilhederezh :

https://www.weezevent.com/no-logo-bzh

Disul 13 a-viz Eost : digoret al lec’h da 3e abardaez – serret da 3e vintin

Dilun 14 a-viz Eost : digoret al lec’h da 3e abardaez – serret da 4e vintin

Taolit evezh : adalek 7e noz, ur wech aet kuit deus ar festival, n’hallit ket ken mont e-barzh.

Mirout ur bus deus ar festival peotramant war e du a vez graet E LINENN HEKPEN ha war lec’hienn ar festival : https://www.weezevent.com/no-logo-bzh

 Priz ar busoù :

Adalek kreiz-kêr Roazhon, d’an 13 ha d’ar 14 a-viz eost, adalek 15e00 war-du Kastell Sant-Pêr :

Bilhed Mont ha dont : 10€

Bilhed Mont hepken PE Distro hepken : 7€

Distro e Roazhon deus Kastell Sant-Pêr :

 

Digoust eo ar busoù deus Sant-Maloù betek ar festival No Logo BZH e Kastell Sant-Pêr – N’ho peus ket da virout bilhedoù en a-raok.

Deus ti-gar Sant-Maloù, d’an 13 ha d’ar 14 a-viz eost, war-du Kastell Sant-Pêr, ur bus bep eur, adalek 14e betek 22 e.

Deus Kastell Sant-Pêr war-du Sant-Maloù :

 

 

 TACHENN-GAMPIÑ

Aozerien ar festival o deus lakaet e plas ar pezh ‘zo ezhomm evit kinnig d’ar festivalourien un degemer a-feson : aezamant ha surentez. Meur a dra plijus a vez kinniget war an dachenn-gampiñ ouzhpenn.

Mont war an dachenn-gampiñ

Evit mont war an dachenn eo ret deoc’h kaout ho pilhedoù kampiñ prenet a-raok erruout er festival. Ar bilhed a servij da vont war an dachenn-gampiñ an daou devezh-pad.

Gallout a rit erruout war an dachenn-gampiñ adalek ar Sadorn 12 a-viz eost da 4e00. Ret eo deoc’h mont d’an degemer evit kaout ho kelc’hioù-brec’h-kampiñ a-raok mont war an dachenn. An dachenn-gampiñ a vo serret d’ar Meurzh 15 a-viz eost da 12e00.

TAOLIT EVEZH : ho kelc’h-brec’h-kampiñ a vo roet deoc’h pa po roet d’an degemer ho pilhed kampiñ hag ho pilhed mont e-barzh ar festival. Ne vo roet kelc’h-brec’h ebet d’ar re n’o deus bilhed festival ebet.

Div dachenn-gampiñ a zo + ur parklec’h tal-kichen digoust evit ar festivalourien na implijont ket an dachenn-gampiñ :

1 – Tachenn-gampiñ gant un deltenn

An dachenn a zo lec’hiet 100 metr pelloc’h diouzh ar festival. Graet eo evit ar festivalourien a implij un deltenn. N’ho peus ket droed lakaat ho kirri war an dachenn-mañ.

2 – Tachenn-gampiñ gant karavanoù hag all

Un dachenn-gampiñ a zo graet evit ar re a implij karavanoù pe kirri-samm kempennet. Ar re-se n’o deus ket droed d’en em barkañ war an dachenn evit an teltennoù.  Evit mont war an dachenn-mañ ‘neus pep hini da gaout, dre-ret, ur pass-kampiñ. Evit abegoù a sell ouzh ar surentez, difennet eo lakaat teltennoù war an dachenn-mañ.

Kirri aotreet : kirri-kampiñ, karavanoù, kirri-samm kempennet

Kirri difennet : kirri-tan, kirri break pe evit ar familhoù (‘giz Berlingo, Espace…)

3 – Tachenn evit ar c’hirri-tan

Un dachenn a zo evit ar c’hirri. Ar re-se ‘neus un deltenn pe pas.

4 – Titouroù boutin d’an holl dachennoù

Lec’h titouriñ

Ul lec’h titouriñ a zo e-kichen mont e-barzh an dachenn-gampiñ ma peus ur goulenn pe ur gudenn. Ur skipailh a zo bet lakaet e plas 24e/24 evit teuler evezh ouzh surentez ha mont en-dro an dachenn-gampiñ. Ar gampourien a c’hell lakaat o c’hirri war o farklec’h dezhe, ‘neus ket da gerzhout muioc’h a 10 vunutenn etre ar parklec’h hag an dachenn-gampiñ.

Aezamant :

  • Lec’hioù dour, privezioù ha strinkadennoù a zo war an dachenn-gampiñ
  • E-barzh degemer ar gampiñ e c’hellit pellgargañ ho mekanikoù ha lakaat e surentez ho traoù prizius.
  • Lec’hioù debriñ a zo war an dachenn-gampiñ
  • Tout an aezamantoù-se a vo war an div dachenn-gampiñ
  • Tro-dro da Gastell-Nevez ha da Sant-Pêr ez eus ur gourmarc’had, ur stal-bara, un ostaleri, pretioù bihan, ur stal-butun hag ur bilhedaouer 

Doujomp ouzh an endro !

Goulenn a reomp gant ar gampourien bezañ « eko-atebeg » hag ober war-dro o lostachoù. Arabat ankouaat e c’hell kaout un efed negativel ur festival war an endro gant an niver bras a dud a deu enno.

Poubelennoù ha bailhoù diveskañ al lastez a zo un tammig e pep lec’h war an dachenn-gampiñ. Dav eo da bep festivalour lezel propr e lec’h-kousket hag al lec’hioù boutin ivez. A-raok mont kuit ‘neus bep hini da naetaat. Pep hini ‘neus da doujañ ouzh an holl lec’hiennoù er festival, ar gêriadenn ivez.

Surentez / Diarbennoù

Ur skipailh-sikour a zo war an dachenn-gampiñ evit kemer e karg pep hini ‘nije ezhomm. Ur skipailh all a zo lakaet e plas evit kelaouiñ, kizidikaat ha reiñ alkootestoù, stevelloù…

TUD AMPECHET

Ul lodenn deus an dachenn-gampiñ a zo miret evit ar re ampechet peotramant gant diaesterioù ‘zo. Ma peus ezhomm, kit da welet tud an degemer war an dachenn-gampiñ.

AR PEZH ‘ZO DIFENNET

– Difennet eo  en em stagañ ouzh an dour hag an tredan, war dachenn-gampiñ ebet. Ar privezioù chimik hiniennel a zo difennet.

– Evit abegoù a sell ouzh ar surentez ha gwareziñ an endro, n’eo ket aotreet implijout ur c’haner tredan.

– Difennet eo ober tan, regeziñ hag implijout un dommerez-gas. Ma peus unan e vo kemeret diganeoc’h a-raok en antre. Ma peus c’hoant kemer anezhañ en-dro e vo dav deoc’h lakaat hoc’h anv warnañ ha goulenn gant tud degemer an dachenn-gampiñ d’ar Meurzh 15 a-viz eost a-raok 12e.

– Dalc’hit soñj e chom difennet kampiñ mod sovaj e-kichen ar festival.

– N’eo ket aotreet dont gant loened, e neblec’h : na war ar parklec’h, na war an dachenn-gampiñ, na war dachenn ar festival.

– Difennet eo kaout armoù, danvezioù-tarzh, traoù tanus.

Lezenn Bro-C’hall, dalc’hit soñj : Al lezenn a difenn gwerzhañ, implijout ha kaout drogaj.

AN EURIOÙ

Disul 13 a-viz eost : digoret al lec’h da 15e – Serret da 3e vintin

Dilun 14 a-viz eost : digoret al lec’h da 15e– serret da 4e vintin

Taolit evezh : adalek 19e00, ur wech aet kuit deus lec’h ar festival, n’hallit ket ken mont e-barzh.

BUGALE

Mont e-barzh ar vugale war dachenn ar festival

Dindan 6 bloaz : digoust

Etre 6 ha 12 vloaz : hanter-briz, dre-ret gant unan deut (stouvoù-skouarn dre-ret)

Etre 12 ha 18 bloaz : da baeañ, dre-ret gant unan deut (stouvoù-skouarn aliet)

EVAÑ HA DEBRIÑ

Meur a lec’h a zo lakaet e plas. Pouezañ a reomp mat war an traoù a werzomp war dachenn ar festival.

Ar bier servijet a zo produet e Breizh.

Al lec’hioù debriñ a ginnig meur a giz disheñvel deoc’h. Sur e vo a-galite ha lies doare ar boued war dachenn ar festival.

PAEAÑ

Implijet e vez jedennoù evit paeañ er bar. Kavet e vezent e-kichen mont e-barzh ar festival. Moen ‘zo paeañ anezhe gant ar gartenn-bank.

Evit prenañ boued ha produoù an diskouezerien e c’hellit implijout ar gartenn-bank peotramant arc’hant dizolo.

N’eus ganer-arc’hant ebet war dachenn ar festival.

DISKOUEZERIEN / PRETIOURIEN

Plijout a rafe deoc’h feurmiñ ur stand evit an No Logo BZH 2017 ?

Mersi da gas ur vail evit goulenn ur furmskrid enskrivañ da contact@nologo.com

DEGEMER

Ul lec’h kelaouiñ a zo staliet e-kichen mont e-barzh ar festival. Aze e c’hellit kaout an holl titouroù diwar-benn ar programmadur hag eurioù ar sonadegoù, ar busoù, hag all.

Eurioù digeriñ al lec’h kelaouiñ :

– 9e vintin – 3e vintin d’ar Sul

– 10e vintin – 3e vintin d’al Lun

– 9e – 14e30 d’ar Meurzh goude ar festival

TRAOÙ KAVET

Traoù kollet ? Marteze ‘zo bet kavet ! Kit da welet tud al lec’h titouroù e-kichen ar mont e-barzh an daou devezh-pad. Goude ar festival e vo lakaet an traoù kavet e Ti-Kêr Sant-Pêr, adalek ar 15 a-viz Eost 2017.

MERCHANDISING

An No Logo a ginnig ul lec’h merchandising (rochedigoù ha traoù all o tiskouez liv ar festival). Al lec’h-se a c’hell bezañ implijet gant an arzourien ivez. Klask a rimp kaout trawalc’h evit an holl. Koulskoude eo gwelloc’h ober e brennadennoù e penn-kentañ ar festival.

Moen ‘zo paeañ gant ar gartenn-bank pe gant arc’hant dizolo.

DIARBENNOÙ

Taolit evezh ouzoch !

Ul lec’h diarbenn hag izelaat an dañjer a zo lakaet e plas gant ur gevredigezh ispisializet. Evaj, grogaj, seksualegezh, an dañjer war an hent, evit an divskouarn… Arabat termal ! Deuit d’al lec’h-se evit eskemm diwar-benn ar c’hemer riskloù, kaout binviji diarbenn hag izelaat an dañjer (stevelloù, alkootestoù, stoufoù-skouarn…), eskemm gant tud a-vicher peotramant kaout amzer plijus gante.

Ouzhpenn-se, diwallit diouzh an heol : Ne vez ket erbebet ar Vretoned gant klign-bev ar groc’hen. Arabat ankouat an dienn heol, kasketennoù hag all a-enep skinoù kreñv an heol.

Sikour

Ma peus ur gwallzarvoud bennak, ur servij trummadoù a zo lakaet e plas gant medisined ha sikourerien war an dachenn-gampiñ hag hini ar festival.

AR PEZH ‘ZO DIFENNET

Evit kemer e kont aezamant pep hini ez eo difennet war dachenn ar festival :

– Kaout boutailhadoù alkool pe traoù all evel : koulourdoù, camelbag…

– Boutailhadoù gwer

– Disheolieroù

– Poenteroù laser

– Tra dañjerus ebet : traoù troc’hus, bloñsañ, armoù, tanarvestouriezh ha dre-vras pep tra a c’hellfe bezañ bannet.

– Luc’hskeudenner ha kamera micher ebet (nemet evit ar re aotreet). Ar mekanikoù enrollañ a zo difennet ivez.

– Al loened n’int ket aotreet war an dachenn-gampiñ hag hini ar festival.

Lezenn Bro-C’hall, dalc’hit soñj : Al lezenn a difenn gwerzhañ, implijout ha kaout drogaj.

TUD AMPECHET

Parklec’h ha mont e-barzh

Ar re ampechet a c’hell lakaat o c’hirri war ur parklec’h miret evite tal-kichen mont e-barzh ar festival. N’eus nemet da heuliañ ar panelloù ha diskouez ar gartenn PMR da dud ar surentez.

An degemer war an dachenn

Tud ar skipailh degemer a vo aze evit mont asambles ganeoc’h war dachenn ar festival. Gallout a rit mont e-barzh ar festival n’ur diskouez dimp ho pilhed mont e-barzh hag hini an den a ambroug ac’hanoc’h. Privezioù evit ar re ampechet a zo war dachenn ar festival. Evit gwelet mat ar sonadegoù ez eus bet lakaet e plas ul leurenn kempennet evidoc’h tal-kichen ar sal-ren son. Taolit evezh koulskoude, ma rafe glav e c’hellfe dont da vezañ diaes deoc’h fiñval war dachenn ar festival.

AR GWIRIOÙ SKEUDENNIÑ

Ur skipailh luc’hskeudennerien a vo war dachenn ar festival an daou devezh-pad. Marteze o do tro da luc’hskeudenniñ ac’hanoc’h. Ar fotoioù-se a vo lakaet war hom rouedadoù sokial, hom lec’hienn web… Ma z’eus bet embannet ur foto ha ne blij ket deoc’h, mersi deoc’h da c’houlenn ganimp tennañ kuit anezhi n’ur gas dimp ur vail da contact@nologobzh.com. Buan e tennimp kuit ar foto.

MONT E DAREMPRED

contact@nologobzh.com

Renerezh

Michel Jovanovic – michel@mediacom-tour.com